Deiziad krouiñ | 1782 |
---|---|
Den e penn an aozadur | Home Secretary |
Stad | Rouantelezh-Unanet |
A dalv evit tiriad | Rouantelezh-Unanet |
Isaozadur | Centre for Applied Science and Technology, HM Passport Office, UK Visas and Immigration |
Sez sokial | Londrez |
IPv6 routing prefix | 2001:8b0:b4::/48, 2001:8b0:16a::/48 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.gov.uk/home-office |
Blog ofisiel | https://homeofficemedia.blog.gov.uk/ |
An Home Office (HO), anvet Home Department ivez (dreist-holl war ar paperioù ofisiel ha pa vez kaoz anezhañ er parlamant), zo un departamant ministrel e Gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet.
Karget eo gant kefridioù liammet ouzh ar surentez, al lezennoù hag an urzh vat. Dre-se ez eo e-karg eus evezhierezh trevour Bro-Saoz ha Kembre, eus servijoù an tan hag ar sikour e Bro-Saoz, eus nerzhioù an harzoù, ar vizaioù hag an enbroañ, ar servij surentez (MI5). Karget eo ivez da lakaat da dalvezout politikerezhioù surentez ar gouarnamant a-fed drammoù, enepsponterezh, hag an enbroañ. Gwechall e oa karget ivez da verañ an toulloù-bac'h (His Majesty's Prison Service) ha servijoù an dieubiñ (National Probation Service), a zo fiziet bremañ e Ministrerezh ar Justis.